Emgann Mosoul (2016-2017) | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Kartenn an emgann | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Nerzhioù lu Irak Kurdistan Irak Kata'ib Hezbollah Aozadur Badr Golden Division Quwwat Sahl Ninawa) | ar Stad Islamek | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Haidar al-Abadi Najim al-Jubouri Stephen J. Townsend Hadi Al-Amiri (Penn an aozadur Badr) | Abu Bakr al-Baghdadi Aziz Ali † (Penn uhel an nerzhioù lu lazhet d'an 20/10/2016) Aymam al-Mosuli lesanvet Rambo † (Penn an nerzhioù surentez ispisial lazhet d'an 28/10/2016)[1] Abu Faruq † (Pennofiser e kêr Bashiqa, lazhet d'an 23/10/2016)[2] Abu Yakoub † (Penn ofiser war an dachenn lazhet d'an 1/11/2016)[3] Abu Hamza al-Ansari † (Penn uhel d'ar Stad Islamek) Abu Maryam † (Penn ofiser evit Baghdad ha Wilayat Diyala) Mahmoud Shukri al-Nuaimi † (lesanvet Sheikh Faris, penn ofiser) | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
111 000 Nerzhioù lu Irak:
Nerzhioù enep-sponterezh Irak: | 4000-9000 (1000 djihadour estren)
| ||||||||
Kolloù | |||||||||
Stadoù-Unanet: 2 Iran: 2 (ofisiel) ; 807 lazhet hag e-tro 4800 gloazet (hervez SUA) | 2000 lazhet pe gloazet (hervez SUA ha labourerien ar morgoù) Etre 8622 ha 9622 (hervez gouarnamant Irak) |
Emgann Mosoul (arabeg : معركة الموصل; ; kurdeg kreiz : شەڕی مووسڵ) e 2016 zo un argadenn liesnerzh gant nerzhioù lu gouarnamant Irak hag he harperien, Kurdistan Irak, ha nerzhioù etrebroadel, en sell da adkemer kêr Vōṣul a zo e dalc'h ar Stad Islamek abaoe Kouezhadenn Mosul e miz Even 2014. An argadenn lesanvet "We Are Coming, Nineveh" (قادمون يا نينوى; Qadimun Ya Naynawa), a grogas d'ar 16 a viz Here 2016[4] a vodas nerzhioù stourm o sevel sez war kêr. An emgann-se a vez gwelet evel un oberiadur brezel diazez a-enep ar Stad Islamek. Bez' e voe an implij brasañ eus nerzhioù lu Irak abaoe Aloubadeg Irak e 2003 gant Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien.
Emgann Mosoul zo un heuliad eus argadenn Mosoul 2015 hag eus argadenn Mousoul 2016. Tro 1.5 milion a drevourien a oa o chom e kêr pa voe kroget gant an emgann. Aon a oa savet rak un enkadenn denel drastus abalamour d'an niver a repuidi a oa o tec'hout a-zirak an emgann hep kavout lec'hioù repuiñ niverus a-walc'h. Ouzhpenn-se, emeur engortoz da welout ar Stad Islamek oc'h implijout ar siviled a zo sac'het e kêr evel skoedoù denel.
Gant soudarded Irak ha Peshmergaed e voe boulc'het Emgann Mosoul, pa zagjont nerzhioù ar Stad Islamek dre dri c'hostez war an dro a-vaez da Vosoul. O vont a gêriadenn da gêriadenn e klaskent lakaat sez war Mosoul. En un nebeud devezhioù e voe adtapet un dousennad kêriadennoù a-ziwar daouarn ar Stad Islamek. A-feur ma tostae an nerzhioù lu enebet d'an Djihadourien e kreske an enep-argadoù evit talañ outo gant implij tarzhadennoù-emlazh dreist-holl, pe trapoù-tarzh.
Ma z'eo sklaer hag anat ne c'hello ket an aozadur Stad Islamek bezañ trec'h d'an emgann e chom amsklaer pet amzer a vezo ezhomm evit adkemer ar gêr ha dreist-holl pet a dud soudarded, milisianed ha trevourien a zaio da Anaon.
Pa gouezho kêr Vosoul e vezo fin ar Stad Islamek en Irak setu perak e oar ar gadourien ar gêr e vezo un emgann garv etrezo ha nerzhioù ar C'halifat. Ar stad Islamek a glasko implij an holl doareoù a vo tu dezhañ a-benn gounezh amzer a-raok ar gouezhadenn ha dreist-holl diskouez ez eo an emgann-se hini an Djihad a-enep ar gevredidi. Ar pal a zo ivez dezho da blantañ aon war nerzhioù a vefe dedennet gant tagañ Raqqa kêrbenn ar C'halifat Stad Islamek e Siria.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search